19vet kejadeg etrebroadel Ploueg-ar-Mor (22) eus ar 15 betek an 22 a viz Eost 2015

Brasañ kejadeg esperanteg ar bloaz eo staj-hañv Ploueg-ar-Mor, ur gêr vihan koant en Aodoû-an-Arvor anezhi. War ar roll-labour : kentelioû esperanteg evit an holl liveoû, touristerezh, kan ha c’hoariva en esperanteg... ha nevez er bloaz-mañ : kentelioû brezhoneg en esperanteg gant Alan ar Gall.

Evit gouzout hiroc’h !