Al laz-kanañ Breizh « Meven »

Tamm-ha-tamm ez eus bet savet ul laz-kanañ breizhek hag a gan en esperanteg : warlene eo bet embannet e CD kentañ, « Meven » e anv, ha warnañ kanaouennoù breizhek troet en esperanteg. Hag er mare-mañ emañ al laz-kanañ o kas da benn ur bladenn gant « kanaouennoù a vor eus ar bed a-bezh » (evit gouzout hiroc’h, kit e darempred gant Maja 02.96.45.30.60).